Ensemble réalisons
vos projets informatiques
Français Brezhoneg 09 80 74 99 72

Ya! niv. 344

Aloubidigezh ar c'houign amann er « bed dieub »

Gazetenn Ya! niv 344, Gwener 13 a viz Genver 2012

Gouestlet eo bet ar brezegenn « leWeb » da Genrouedad hag an teknologiezhioù nevez e Pariz d'ar 7 ha 9 a viz Kerzu 2011. E-pad ar brezegenn-mañ e veze kinniget da bennrener Google Eric Schmidt gant ur c'homzour ur vot evit ar reizhiad Android a zeu.

Android eo anv ur reizhiad korvoiñ gouestlet d'ar savennoù hezoug evel ar pellgomzer naouek (smartphone) ha tablezennoù all. Evit diforc'hiñ ar stummoù meziant an eil re diouzh ar re all en deus divizet Google reiñ dezho anvioù dibenn-pred hervez urzh al lizherenneg kentoc'h evit implijout o niverenn : Cupcake, Donut, Eclair, Froyo (frozen yogurt), Gingerbread (bara mel), Ice Cream Sandwich (sandwich skornet), Jelly Bean (dragibus) an hini a zeu.

Hag evit al lizherenn K ? Kouglof ? N'eo ket sur. Rak e saozneg kouglof eo anvet gugelhupf. Krapfen (bignezenn aostrian) ? N'eo ket sur adarre. E gwirionez e vez graet donut anezhañ er Stadoù-Unanet !
Hag evit hon c'houign amann ? Gounidoù a vo, d'am soñj. Evit gwir o deus kroget ar « geek » brezhonek da vrudañ anezhañ war ar rouedadoù sokial (gw. pennad-skrid 01net 16/12/2011). Ha gwelloc'h c'hoazh ! Deuet eo hon gwastell da vezañ ur c'hiz en Amerika (gw. pennadoù-skrid Ouest-France (29/12/2011) ha Le Télégramme (27/12/2011). Eus New-York betek Los Angeles eo deuet al lipouzien da vezañ sot gantañ. Ouzhpenn-se eo bet enoret gant ar c'hazetennoù amerikanek. En ur ger berr, an taol gounid evitañ.

An intrudu-mañ e c'hallit harpañ en ur ober « ho reuz » gant :
Twitter : #K4Kouign
Facebook : http://on.fb.me/rQx9zJ
Google+ : http://bit.ly/vayy9F

Anne Tignac, Keleier.info
brezhoneg(at)keleier.info