Ensemble réalisons
vos projets informatiques
Français Brezhoneg 09 80 74 99 72

Ya! niv. 345

Kant vloaz zo : ur wech e oa, ur wech ne oa ket en Antarktika.

Gazetenn Ya! niv 345, Gwener 20 a viz Genver 2012

Kant vloaz zo e miz Genver 1912 e oa ur maread a dud e treuzoù Antarktika. Evit gwir e oa prantad haroz d'an ergerzhadegoù war-zu ar Penn-ahel. Kevezerezh a rene koulz etre ar broadoù hag etre an dud. Ur miz a-raok e tizhe Roald Amundsen ar Penn-ahel Su. Koulskoude e oa an eil re hag ar re all war al lec'h ivez :

Renet gant Roald Amundsen d'an 03/06/1910 betek 07/03/1912. Loc'hañ a reas Amundsen hag e skipailh (5 den, 4 stlejell, 52 gi) da vat d' an 19 a viz Here 1911. Ar Penn-ahel Su e tizhjont d'ar 14 a viz Kerzu (goude 56 devezh). Lakaat a rejont 38 devezh hepken evit distreiñ er gamp-diazez d'ar 25 a viz Genver 1912. A-drugarez skiant-prenet Amundsen diwar ergerzhadegoù pennahelel hag e doareoù da steuñviñ anezho, hag an implij chas greunland mat-kaer e tisplegas an taol-kaer-mañ. Da skouer e wellajont an dafaroù evel digreskañ pouez ar stlejell (75 betek 22 gilo) pe lazhjont hep termal 24 c'hi evit mirout droug an douar.

Renet gant Robert Scott d'ar 15/07/1910 betek deroù miz Genver 1913. Loc'hañ a reas Scott hag e skipailh (16 den, 32 gi, 3 c'harr-biskoulenn, 17 pone) d'ar 24 a viz Here 1911. Evit an diwezhañ bazenn war-zu ar Penn-ahel Su e stummas Scott ur strollad bihanoc'h (5 den) ar 4 a viz Genver 1912. Pa dizhjont anezhañ ar 17 e tizolojont un deltenn ha daou lizher ar skipailh Amundsen. An deiz war lec'h e loc'hjont dipitet bras met ne zistrojont ket james. Stanket abalamour d'ar gorventenn-erc'h e varvjont war an hent war-dro an 29 a viz Meurzh. Er spered an dud e vo chomet Scott evel haroz an Antarktika. Koulskoude bloavezhioù goude e krogas tud da vurutellañ divizoù hag emzalc'hioù Scott. Da skouer nac'hañ ober diouzh alioù tud barrek (diwar implij ar chas, doare da zibab ar poneed pe zebriñ anezho) ha da genderc'hel e steuñv kousto pe gousto.

Kentañ ergerzhadeg japanat a voe renet gant Shirase Nobu d'an 01/12/1910 betek 20/06/1912. Mont e rejont e darempred gant Fram (lestr Roald Amundsen) e bae ar balumed e-pad ma c'hortoze ar re-mañ distro o skipailh loc'het a-raok. Dont a rejont a-benn aochañ war ar gloued skornet d'ar 16 a viz Genver 1912. Daoust ma tizhjont al led 80°05' S e kavjont gwell chom a-sav d'ar 28 o c'houzout e oant re ziaraoget. Sevel a rejont ur banniel japanat ha Shirase a voe gwelet evel ur gwir haroz ur wech distroet e Japan.

Renet gant Wilhelm Filchner d'ar 04/05/1911 betek 19/12/12. E miz Genver 1912 edo e lestr war vor Weddell. An 29 a viz Genver e kavas un takad hep pack (anv roet d'ur mor a zo goloet gant darnoù skornet). Da c'houde e tizoloas an aod a vo anvet Luipold gantañ en enor ar rejant eus ar Bavier Leopold a Wittelsbac'h. Stanket e voe al lestr gant ur vorskorneg an 31 a viz Genver. Al lec'h-mañ a vo anvet da c'houde ar gloued Filchner-Ronne hag a zo bevenn su ar mor Weddell. Anv ar c'habiten Vahsel a vo roet d'ar bae.

Renet gant Douglas Mawson d'an 02/02/1911 betek deroù 1914. E miz Genver 1912, e stalias an ergerzh-mañ e gamp-diazez er bae Commonwealth (lec'h avelusañ an Douar gant taolioù-avel 240 km/e, gwashoc'h eget du-mañ). Hiviz c'hoazh eo posupl da welet o feder foukenn (div vat ha div freuzet). E-pad ur veaj e voe kollet en ur frailh ur stlejell gant an darn vrasañ eus ar boued. Al lodenn vrasañ eus e skipailh a varvas e-pad an distro.

Lidet eo bet pe a vo war al lec'h. Stummet e vint e doareoù ergerzhadeg koun, digoret pe get d'an dud.
Da skouer :

Un dastumadeg vrav en deus ar mirdi Polar Museet (Tromsö) en e gerz diwar troioù ar pennoù-ahel. Dizoleiñ a raer ennañ aozadurioù Roald Amundsen hag ar Fram (lestr) dre ar munud .

Polar Museet - Tromso - Foto : B. Tignac

Polar Museet - Tromso (Norvegia) - Foto : B. Tignac

Mammennoù :
http://fr.wikipedia.org
http://en.wikipedia.org
http://centenary.antarctica.gov.au
http://www.antarctica.gov.au
http://www.scott100.org
http://www.isce2012.co.uk

Anne Tignac, Keleier.info
brezhoneg(at)keleier.info