Ensemble réalisons
vos projets informatiques
Français Brezhoneg 09 80 74 99 72

Ya! niv. 360

Deiz-ha-bloaz laouen dit Petit Ourson Guimauve®
Gazetenn Ya! niv360, gwener 4 a viz Mae 2012

Hag evel lavare an dud kozh : hetiñ a reomp dit hanter kant vloaz ha kalz a vloavezhioù all !

Petit Ourson Guimauve® a zo hanter-kant vloaz evit ar bloavezh-mañ. Produ arouezel chokoladerezh CEMOI eo ganet e 1962 e Villeneuve d'Ascq. A-drugarez d'ar spered-krouiñ ha kendalc'h an aotrou Cathy ec'h anavezomp anezhañ.


Evit gwir pa ginniga krouiñ ul lipouziri gant malv-gwenn gwisket gant chokolad e voe kontammus tud karget da werzhañ. Evit kendrec'hiñ anezho e soñjas reiñ d'al lipouziri-mañ stumm un arzhig. Pa voe diskouezet an arzhigoù-man dezho e-pad un emvod e voe debret an holl ganto. Berzh a-benn-kaer e voe hag abaoe dislavaret morse.

Daoust d'e hanter-kant vloaz eo chomet heñvel-mik ouzh e zeroù. Da lavaret eo ur malv-gwenn gwisket gant chokolad laezh hag ur vent 6 cm a-uhel ha 2 war e dreuz gant ur pouez a 12,7 g. E Bro C'hall en deus kalz a geñvererien hag e c'haller kavout anezhañ e Stadoù-Unanet hag e Kanada gant an anv « So Pretty ».

Evit lidañ an hanter kantved-mañ en deus lakaet CEMOI war linenn ul lec'hienn gouestlet d'an arzhig lesanvet POG gant ar re a zo sot gantañ. Kavet e vez keleier diwar-benn e zeiz-ha-bloaz, e istor, mennozhioù-rekipe ...

An deiz-ha-bloaz-mañ a zo ar mare ivez da reiñ da c'houzout eo erruet unan nevez-deuet er familh an arzhig : POG chokolad gwenn. Warlene en deus bet POG ur vignonez : un arzhig chokolad laezh roz he c'halon gant jug sivi naturel. Hag e 2009 e oa un heureuchin aozet gant malv-gwenn ha sukr-dev gwisket gant chokolad laezh hag edaj.


Anne TIGNAC
Keleier.info